Mirmidoned

Ar Vyrmidoned (henc'hresianeg : Μυρμιδόνες Myrmidónes, eus μύρμηξ mýrmex « merienenn ») zo ur bobl vojennel eus Henc'hres.

Meneget int en Ilias, oberenn Homeros, ha perzh a gemeront e brezel Troia, gant an haroz Ac'hilleüs. Diskenn a rajent eus ur roue Myrmidon, a vije bet roue Fthia, mab da Zeus hag Eurymedousa, priñsez eus Fthia, a voe hoalet gantañ pa oa aet an doue e stumm ur verienenn.

Brudet e oa o fealded.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search